Maria Aragon (1425 – 9 Kerzu 1449) a oa ur briñsez aragonat eus Sikilia, merc'h bastardez ar roue Alfonso V Aragon, roue Naplez ha Sikilia hag e serc'h Giraldona Carlino, a roas tri bugel d'ar roue.
E 1444 e timezas Maria Aragon da Leonello d'Este, markiz Ferrara, ha mab da Niccolò III d'Este : intañv e oa he fried goude marv Margherita Gonzaga, ha tad e oa d'ur mab, Niccolò d'Este.
Mervel divugel a reas Maria e 1449, ha beziet e voe en iliz Santa Maria degli Angeli, e Ferrara, ma voe beziet Leonello ivez bloaz goude.